Nations Bible

Matthew 25

an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.

1Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc'hez a gemer o lampoù ganto, hag a ya da ziaraogiñ ar pried. 2Pemp anezho a oa diskiant, ha pemp a oa fur. 3Ar re ziskiant, en ur gemer o lampoù, ne gemerjont ket a eoul ganto. 4Ar re fur a gemeras eoul en o fodoù, gant o lampoù. 5Evel ma talee ar pried da zont, e voredjont holl hag e kouskjont. 6Met, war-dro hanternoz, e voe klevet ur griadenn: Setu ar pried a zeu, it en e raok! 7Neuze an holl werc'hezed-se a savas hag a fichas o lampoù. 8Ar re ziskiant a lavaras d'ar re fur: Roit deomp eus hoc'h eoul, rak hol lampoù a ya da vougañ. 9Met ar re fur a respontas: Gant aon n'hor befe ket a-walc'h evidomp hag evidoc'h, it kentoc'h da gavout ar re a werzh, ha prenit evidoc'h. 10E-pad ma'z aent da brenañ, e teuas ar pried; ar re a oa prest a zeuas gantañ d'an eured, hag e voe serret an nor. 11Goude-se e teuas ivez ar gwerc'hezed all, hag e lavarjont: Aotrou, aotrou, digor deomp! 12Met eñ a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'anavezan ket ac'hanoc'h. 13Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h nag an deiz nag an eur [ma teuio Mab an den en-dro]. 14Rak heñvel eo ouzh un den a yeas en ur vro bell, a c'halvas e servijerien, hag a lakaas e vadoù etre o daouarn. 15Reiñ a reas pemp talant da unan, daou da unan all, unan da unan all, da bep hini hervez e c'halloud. 16Neuze, an hini en devoa resevet ar pemp talant, a yeas hag o lakaas da dalvezout, hag a c'hounezas pemp talant all. 17En hevelep doare, an hini en devoa resevet daou dalant, a c'hounezas daou all. 18Met an hini en devoa resevet unan, a yeas d'ober un toull en douar hag a guzhas arc'hant e aotrou. 19Pell amzer goude, mestr ar servijerien-mañ a zistroas, hag e reas o c'hont ganto. 20An hini en devoa resevet pemp talant, a zeuas hag a zegasas pemp talant all, en ur lavarout: Aotrou, pemp talant ac'h eus roet din, setu pemp talant all am eus gounezet ouzhpenn. 21E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha leal; dre ma'z out bet leal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz; kae e-barzh levenez da aotrou. 22An hini en devoa resevet daou dalant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, daou dalant ac'h eus roet din, setu daou dalant all am eus gounezet ouzhpenn. 23E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha leal; dre ma'z out bet leal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz; kae e-barzh levenez da aotrou. 24An hini n'en devoa resevet nemet un talant, a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, gouzout a ran penaos out un den didruez, penaos e vedez e-lec'h na'c'h eus ket hadet, hag e tastumez e-lec'h na'c'h eus ket strewet; 25hag e teuas aon din, hag on aet da guzhat da dalant en douar; setu, e roan dit ar pezh a zo dit. 26Met e aotrou a respontas dezhañ: Servijer fall ha diegus, gouzout a ouies penaos e vedan e-lec'h na'm eus ket hadet, hag e tastuman e-lec'h na'm eus ket strewet; 27dleout a rajes eta reiñ va arc'hant d'ar vankerien, ha pa vijen deuet en-dro, em bije tennet va arc'hant gant ar c'hampi. 28Lamit eta e dalant digantañ, hag roit eñ d'an hini en deus dek talant. 29Rak roet e vo d'an neb en deus, hag en devo a fonn; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus. 30Ha taolit ar servijer didalvoud-se en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. 31Pa zeuio Mab an den en e c'hloar, gant an holl aeled, ec'h azezo war dron e c'hloar. 32An holl bobloù a vo dastumet dirazañ, hag e tispartio an eil diouzh egile, evel ma tisparti ar mesaer an deñved diouzh ar bouc'hed. 33Lakaat a raio an deñved a-zehou dezhañ, hag ar bouc'hed a-gleiz. 34Neuze ar Roue a lavaro d'ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c'hwi a zo benniget gant va Zad, bezit perc'henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc'h adalek krouidigezh ar bed; 35rak naon am eus bet, ha roet hoc'h eus din da zebriñ; sec'hed am eus bet, ha roet hoc'h eus din da evañ; diavaeziad on bet, ha va degemeret hoc'h eus; 36en noazh e oan, ha va gwisket hoc'h eus; klañv e oan, ha deuet oc'h da'm gwelout; er prizon e oan, ha deuet oc'h da'm c'havout. 37Neuze ar re reizh a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon hag hon eus roet dit da zebriñ, pe o kaout sec'hed hag hon eus roet dit da evañ? 38Pegoulz hon eus da welet diavaeziad hag hon eus da zegemeret, pe en noazh hag hon eus da wisket? 39Pegoulz hon eus da welet klañv, pe er prizon, hag hon eus deuet da'z kavout? 40Hag ar Roue a responto dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma hoc'h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc'h eus graet an dra-se din. 41Neuze e lavaro d'ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec'hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled; 42rak naon am eus bet, ha n'hoc'h eus ket roet din da zebriñ; sec'hed am eus bet, ha n'hoc'h eus ket roet din da evañ; 43diavaeziad on bet, ha n'hoc'h eus ket va degemeret; en noazh e oan, ha n'hoc'h eus ket va gwisket; klañv hag er prizon e oan, ha n'oc'h ket deuet da'm gwelout. 44Neuze int a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon, pe sec'hed, diavaeziad, pe en noazh, klañv, pe er prizon, ha n'hon eus ket da sikouret? 45Hag e responto dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma n'hoc'h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n'hoc'h eus ket graet an dra-se em c'heñver. 46Hag ar re-mañ a yelo er c'hastiz peurbadus, met ar re reizh er vuhez peurbadus.

Did you know?

Ready before the Son of Man comes

  • Matthew 25 compares the kingdom of heaven to ten virgins who take lamps and go out to meet a bridegroom. The five wise ones bring oil in flasks; the five foolish ones do not, and after he is delayed a midnight cry finds their lamps going out, so they are told to buy oil and come back to a wedding door already shut. He tells them he does not know them, and the story ends by saying to keep watch, because no one knows the day or the hour.Sources: the Bible text itself
  • The next picture is a man who, before a journey, entrusts his possessions to three servants—five talents, two talents, and one talent—each according to his ability. The first two put the money to work and double it; the one who received a single talent digs a hole and hides it. After a long time the master praises the first two as good and faithful and invites them into his joy, but calls the third wicked and lazy, saying the sum should have been left with the bankers to earn interest.Sources: the Bible text itself
  • The chapter ends with the Son of Man coming in glory with all the angels and sitting on his glorious throne as the nations gather before him. He separates them as a shepherd separates sheep from goats, sheep on his right and goats on his left. He welcomes those on the right for feeding the hungry, giving drink, taking in the stranger, clothing the naked, caring for the sick, and visiting prisoners, saying that what was done for the least of these brothers of his was done for him, while those on the left who did none of this go to eternal punishment and the righteous to eternal life.Sources: the Bible text itself

Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.

Credits and license for this translation
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Talk to us

Tell us where you read from, how the Bible has helped you, or what we could improve. We read every message.