Nations Bible

Matthew 23

an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.

1Neuze Jezuz, o komz d'ar bobl ha d'e ziskibien, a lavaras: 2Ar skribed hag ar farizianed a zo azezet war gador Moizez. 3Grit eta ha mirit kement a lavaront deoc'h; met na rit ket hervez o oberoù. Rak e lavaront, met ne reont ket. 4Eren a reont bec'hioù pounner ha diaes da zougen, ha o lakaont war divskoaz an dud, met ne fell ket dezho stekiñ outo gant o biz. 5O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se eo, o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad; 6karout a reont ar plasoù kentañ er festoù, hag ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù; 7karout a reont bezañ saludet er marc'hallac'hoù, ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, Mestr. 8Met c'hwi, na rit ket ho kervel mestr, rak unan hepken eo ho Mestr, [ar C'hrist,] ha c'hwi holl a zo breudeur. 9Na c'halvit den war an douar ho tad, rak unan hepken eo ho Tad, an hini a zo en neñvoù. 10Na rit ket ho kervel renerien, rak unan hepken eo ho Rener, ar C'hrist 11An hini brasañ en ho touez a vo ho servijer. 12Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet. 13Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet. 14Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma dismantrit tiez an intañvezed, hag e rit evit ar gweled pedennoù hir; abalamour da-se, e viot barnet garvoc'h. 15Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha, pa hoc'h eus e c'hounezet, e rit anezhañ ur mab-ifern div wech gwashoc'h egedoc'h. 16Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz. 17Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour, pe an templ a santela an aour-se? 18Lavarout a rit c'hoazh: Mar tou unan bennak dre an aoter, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz. 19Tud dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof, pe an aoter a santela ar prof-se? 20An neb a dou dre an aoter, a dou dre an aoter ha dre gement a zo warni; 21an neb a dou dre an templ, a dou dre an templ ha dre an Hini a chom ennañ; 22hag an neb a dou dre an neñv, a dou dre dron Doue ha dre an Hini a zo azezet warnañ. 23Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned, ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag al lealded. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all. 24Renerien dall! Silañ a rit ar fubuenn, hag e lonkit ar c'hañval. 25Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a zireizhder. 26Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet. 27Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic'hlanded en diabarzh. 28Evel-se c'hwi ivez, en diavaez, en em ziskouez reizh d'an dud, met en diabarzh, oc'h leun a bilpouzerezh hag a zireizhder. 29Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded ha ma vravait bezioù an dud reizh, 30en ur lavarout: Mar vijemp bet en amzer hon tadoù, ne vijemp ket en em unanet ganto da skuilh gwad ar brofeded. 31Testiñ a rit evel-se, a-enep deoc'h hoc'h-unan, penaos oc'h mibien ar re o deus lazhet ar brofeded. 32Leuniañ a rit eta muzul ho tadoù. 33Naered, lignez a naered-gwiber, penaos e tec'hot diouzh kastiz ar gehenn? 34Setu perak e kasan deoc'h profeded, tud fur ha skribed; lazhañ hag stagañ ouzh ar groaz a reot darn, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù, hag argas a reot anezho eus an eil kêr d'eben, 35evit ma kouezho warnoc'h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel, an hini reizh, betek gwad Zakaria, mab Barakia, hoc'h eus lazhet etre an templ hag an aoter. 36Me a lavar deoc'h e gwirionez, kement-se holl a gouezho war ar rummad-mañ. 37Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded, hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale, evel ma tastum ar yar he foñsined dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h! 38Setu, ho ti a ya da chom hep den, 39rak me a lavar deoc'h, ne'm gwelot mui pelloc'h, betek ma lavarot: Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou.

Did you know?

Jesus’ woes and lament over Jerusalem

  • Jesus speaks of the righteous blood shed from Abel, the second son of Adam and Eve, whom his brother Cain killed, to Zechariah son of Berechiah, murdered between the temple and the altar. A related account says this alludes to Zacharias, son or grandson of the high priest Jehoiada, who was stoned in the court of the temple at the king’s command after he condemned the king and the people.Sources: the Bible text itself · Abel · Zacharias · Jehoiada
  • Jesus compares his longing to gather Jerusalem’s children to a hen gathering her chicks under her wings. A dictionary note says this familiar bird was common among Jews in Palestine in later times, and that it is mentioned only in this lament and in the similar lament in Luke.Sources: the Bible text itself · Josiah
  • The lament is addressed to Jerusalem, a mountain city whose name is explained as “possession of peace” or “foundation of peace.” The dual form of the name probably refers to the two mountains on which it was built, Zion and Moriah, or, as some suppose, to the upper and lower parts of the city. Jesus says that the city kills the prophets and stones those sent to her, and that her house is left to her desolate.Sources: the Bible text itself · Jerusalem

Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.

Places in this chapter

  • Jerusalem · 31.777, 35.234 · verse 37

Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).

Credits and license for this translation
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Talk to us

Tell us where you read from, how the Bible has helped you, or what we could improve. We read every message.