Matthew 21
an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.
1Evel ma tostaent ouzh Jeruzalem, ha ma voent e Betfage, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien, 2o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h; kavout a reot kerkent un azenez stag hag un azen yaouank ganti; distagit int, ha degasit int din. 3Mar lavar unan bennak un dra bennak deoc'h, respontit: An Aotrou en deus ezhomm anezho. Ha raktal o lezo da vont. 4Kement-se a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: 5Lavarit da verc'h Sion: Setu, da roue a zeu da'z kavout, leun a zouster, ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez. 6An diskibien a yeas hag a reas ar pezh en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho. 7Degas a rejont an azenez hag an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warno, hag e rejont dezhañ azezañ warno. 8An darn vuiañ eus an dud a astennas o dilhad war an hent, ha re all a droc'he brankoù gwez, hag a c'holoas ganto an hent. 9Ar re a valee a-raok, hag ar re a heulie Jezuz, a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioù uhel meurbet! 10Pa voe aet e Jeruzalem, holl gêr a voe mantret, hag e lavarent: Piv eo hemañ? 11Ar bobl a respontas: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea. 12Jezuz, o vezañ aet e templ Doue, a gasas kuit an holl re a werzhe hag a brene en templ; hag e tiskaras taolioù an drokerien-arc'hant, ha kadorioù ar varc'hadourien goulmed. 13Lavarout a reas dezho: Skrivet eo: Va zi a vo galvet un ti a bedenn. Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron. 14Tud dall ha tud kamm a dostaas outañ en templ, hag o yac'haas. 15Met ar veleien vras hag ar skribed, droug enno o welout ar burzhudoù a rae ha bugale a grie en templ: Hozanna da Vab David, 16a lavaras dezhañ: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho, ha n'hoc'h eus biskoazh lennet ar c'homzoù-mañ: Tennet ec'h eus meuleudi eus genou ar vugale hag ar re a zo ouzh ar vronn? 17Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit eus kêr, evit mont da Vetania, e-lec'h ma tremenas an noz. 18Da vintin, evel ma tistroe e kêr, en devoe naon. 19O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi; met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac'hanout! Raktal, ar wezenn-fiez a sec'has. 20An diskibien a welas kement-se, hag a voe souezhet, o lavarout: Penaos eo deuet ar wezenn-fiez-se da vezañ sec'h raktal? 21Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec'h ket, n'eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d'ar wezenn-fiez e rajec'h, met pa lavarjec'h d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje. 22Kement a c'houlennot gant feiz dre ar bedenn, a vo roet deoc'h. 23Jezuz a yeas en templ, hag e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se? 24Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h, ha, mar respontit, e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. 25Badeziant Yann, a-belec'h e teue? Eus an neñv, pe eus an dud? Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ? 26Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed. 27Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Hag eñ a lavaras dezho d'e dro: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. 28Petra a soñjit? Un den en devoa daou vab; o vont etrezek an hini kentañ, e lavaras dezhañ: Va mab, kae hiziv da labourat em gwinieg. 29Eñ a respontas: Ne din ket. Goude-se, e teuas keuz dezhañ, hag ez eas. 30Dont a reas ivez etrezek egile, hag e lavaras dezhañ ar memes tra. Hag hemañ a respontas: Mont a ran, aotrou; met ne deas ket. 31Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall ho tiaraogo e rouantelezh Doue. 32Rak Yann a zo deuet d'ho kavout dre hent ar reizhder, ha n'hoc'h eus ket kredet ennañ. Met ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall o deus kredet ennañ. Ha c'hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n'hoc'h eus ket bet keuz evit krediñ ennañ. 33Selaouit ur barabolenn all. Bez' e oa un den penn-tiegezh hag a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask, hag a savas enni un tour; neuze e feurmas anezhi da winierien, hag ez eas en ur vro all. 34Da amzer ar frouezh e kasas e servijerien etrezek ar winierien, evit resev frouezh e winieg. 35Met ar winierien, o vezañ kroget er servijerien, a gannas unan, a lazhas egile, hag a veinatas an trede. 36Kas a reas adarre servijerien all, kalz muioc'h eget ar re gentañ, hag e rejont dezho ar memes tra. 37Da ziwezhañ, e kasas dezho e vab, o lavarout: Doujañ a raint va mab. 38Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour; deuit, lazhomp eñ, ha kemeromp e heritaj. 39Hag o vezañ kroget ennañ, e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg, hag en lazhjont. 40Bremañ, pa zeuio mestr ar winieg, petra a raio d'ar winierien-se? 41Respont a rejont dezhañ: Distrujañ a raio en un doare reuzeudik an dud drouk-se, hag e feurmo e winieg da winierien all a roio dezhañ he frouezh en o amzer. 42Jezuz a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone, a zo deuet da vezañ penn ar c'horn. Kement-se a zo bet graet gant an Aotrou, hag un dra marzhus eo d'hon daoulagad? 43Setu perak e lavaran deoc'h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc'h, ha roet d'ur bobl a roio ar frouezh anezhi. 44An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, ha flastret e vo an hini ma kouezho warnañ. 45Goude bezañ klevet e barabolennoù, ar veleien vras hag ar farizianed a anavezas mat e oa anezho eo e komze Jezuz, 46hag e klaskjont kregiñ ennañ, met aon o devoa rak ar bobl a gemere anezhañ evit ur profed.

Did you know?
Jesus Enters Jerusalem
- As they approached Jerusalem, Jesus and the disciples came to Bethphage on the Mount of Olives, and from there he sent two disciples to bring a donkey and her colt. Bethphage means “house of the unripe fig”; it lay on the road from Jerusalem to Jericho, very close to Bethany, where he spent the night, and it was the limit of a Sabbath-day’s journey from the city, 2,000 cubits. The Mount of Olives is named for the olive trees clothing its slopes and is a ridge east of Jerusalem, separated from the city by the Kidron valley.Sources: the Bible text itself · Bethphage · Mount of Olives
- The passage says the entry fulfilled what was spoken through the prophet to the Daughter of Zion: her king would come to her gentle, riding on a donkey, on a colt, the foal of a donkey. Zion was the south-eastern hill of Jerusalem; when David took it from the Jebusites he built a citadel and a palace there, and it became known as the city of David. The crowds going ahead and those following shouted, “Hosanna to the Son of David.”Sources: the Bible text itself · Zion
- When Jesus entered Jerusalem, the whole city was stirred and asked who he was; the crowds answered that this was Jesus, the prophet from Nazareth in Galilee. Nazareth is not mentioned in the Old Testament and was the home of Joseph and Mary. Easton's Bible Dictionary (1897) says the name is generally taken as a Greek form of a Hebrew word for a “shoot” or “sprout,” though some connect it with the hill behind the town and a word for one who guards or watches; Galilee means “circuit” and was called “Galilee of the Gentiles,” with Upper Galilee distinguished from Lower Galilee farther south.Sources: the Bible text itself · Nazareth · Galilee
Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.
Places in this chapter
- Jerusalem · 31.777, 35.234 · verses 1, 10, 18
- Mount of Olives · 31.778, 35.246 · verse 1
- Zion · Today: Jerusalem · 31.777, 35.234 · verse 5
- Galilee · 32.760, 35.527 · verse 11
- Nazareth · 32.702, 35.298 · verse 11
Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Credits and license for this translation
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org