Nations Bible

Luke 8

an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.

1Goude-se, Jezuz a yae eus eil kêr hag eus eil bourc'h d'egile, o prezeg hag o kemenn keloù mat rouantelezh Doue. 2An daouzek a oa gantañ, kenkoulz hag un nebeut gwragez a oa bet yac'haet a zrouk-speredoù hag a gleñvedoù; Mari, anvet a Vagdala, a oa aet kuit seizh diaoul diouti, 3Janed, gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all, en sikoure gant o madoù. 4Evel ma en em zastume kalz a bobl, ha ma teue d'e gavout meur a hini eus an holl gêrioù, e lavaras dezho dre barabolenn: 5Un hader a yeas er-maez evit hadañ e had, hag evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag e voe mac'het, ha laboused an neñv he debras holl. 6Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, ha pa voe savet, e sec'has abalamour ma n'he devoa ket a c'hlebor. 7Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern; ar spern a savas gant ar greun hag o mougas. 8Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag, o vezañ savet, e roas frouezh, kant evit unan. O lavarout an traoù-mañ, e krie: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout. 9E ziskibien a c'houlennas digantañ petra e oa ar barabolenn-se. 10Respont a reas: Roet eo deoc'h-hu da anavezout traoù kuzhet rouantelezh Doue; met d'ar re all eo komzet dre barabolennoù, en hevelep doare o welout na welont ket, hag o klevout na gomprenont ket. 11Setu petra eo ar barabolenn-se: An had eo ger Doue. 12Ar re a zo a-hed an hent eo ar re en selaou; met an diaoul a zeu hag a zilam ar ger diouzh o c'halon, en aon en ur grediñ na vefent salvet. 13Ar re a zo war al lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, hag e zegemer gant joa; met n'o deus ket a wrizienn ha ne gredont nemet ur pennad; pa zeu an temptadur, e tec'hont kuit. 14Ar pezh a zo e-touez an drein, eo ar re o deus klevet ar ger, met, en ur vont kuit, en lezont da vezañ mouget gant prederioù, pinvidigezhioù ha plijadurioù ar vuhez-mañ, en hevelep doare ma ne zougont ket a frouezh a zeu da zareviñ. 15Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc'h, hag a zoug frouezh gant kendalc'husted. 16Den, goude bezañ enaouet ur c'houlaouenn, ne c'holo anezhi gant ul lestr, ha ne laka anezhi dindan ar gwele; met he lakaat a ra war ur c'hantolor, evit ma sklaerio ar re a zeu en ti. 17Rak n'eus netra kuzhet na zle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na zle bezañ dizoloet hag anavezet gant an holl. 18Lakait evezh eta penaos e selaouit; rak roet e vo d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, a vo lamet digantañ memes ar pezh a gred en deus. 19E vamm hag e vreudeur a zeuas d'e gavout, met ne c'hellent ket tostaat abalamour d'ar bobl. 20Neuze e voe lavaret dezhañ: Da vamm ha da vreudeur a zo aze er-maez, hag e c'hoantaont da welout. 21Met eñ a respontas: Va mamm ha va breudeur eo ar re a selaou ger Doue, hag a sent outañ. 22Dont a reas un deiz, ma'z eas en ur vag gant e ziskibien, hag e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d'al lenn. Hag ez ejont. 23E-pad ma oant er vag, e kouske; un taol-avel bras a savas war al lenn, ar vag en em leunie gant an dour hag e oant e riskl bras. 24Neuze e teujont d'e gavout, hag en dihunjont, o lavarout: Mestr, mestr, ez eomp da goll! Met eñ, o vezañ dihunet, a c'hourc'hemennas an avel hag ar mor; ar re-mañ a davas, hag e voe ur sioulder bras. 25Neuze e lavaras dezho: Pelec'h emañ ho feiz? Int, leuniet a zoujañs hag a spont, a lavare etrezo: Piv eta eo hemañ, a c'hourc'hemenn memes d'an avelioù ha d'an dour, hag e sentont outañ? 26Dont a rejont neuze da vro ar C'hadareniz, a zo dirak Galilea. 27Pa voe Jezuz diskennet d'an douar, e teuas a-raok dezhañ un den eus kêr, a oa dalc'het gant diaoulien pell a oa. Ne zouge ket a zilhad, ha ne chome ket en un ti, met er bezioù. 28Adalek ma welas Jezuz, e krias, hag ouzh en em deurel d'e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhelañ-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac'hanon. 29Rak Jezuz a c'hourc'hemenne d'ar spered hudur mont kuit eus an den-se; en em gemeret e oa anezhañ abaoe pell a oa; e eren a raed gant chadennoù hag e ziwall a raed gant hualoù, met eñ a dorre an ereoù, hag e oa kaset gant an diaoul el lec'hioù distro. 30Jezuz a c'houlennas outañ: Pe anv ac'h eus? Hag e respontas: Lejion. Rak kalz a ziaoulien a oa aet ennañ. 31Int a bede anezhañ na c'hourc'hemennje ket dezho mont en donder. 32Bez' e oa eno ur vandenn vras a voc'h o peuriñ war ar menez; hag e pedent anezhañ d'o lezel da vont er moc'h-se; eñ o lezas da vont. 33An diaoulien eta o vezañ aet kuit eus an den, a yeas er moc'h, hag ar vandenn en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag a voe beuzet. 34Ar re o mesae, o welout ar pezh a oa erruet, a dec'has kuit da lavarout kement-se e kêr ha war ar maez. 35Neuze an dud a zeuas evit gwelout ar pezh a oa c'hoarvezet. O vezañ deuet da gavout Jezuz, e kavjont an den ma oa aet kuit an diaoulien anezhañ, azezet ouzh treid Jezuz, gwisket hag en e skiant vat; hag e voent leuniet a spont. 36Ar re o devoa gwelet an traoù-se a lavaras dezho penaos e oa bet yac'haet an hini dalc'het gant an diaoulien. 37Holl dud bro ar C'hadareniz en pedas da bellaat diouto, rak kroget e oa ur spont vras enno. Mont a reas eta er vag evit distreiñ. 38An den ma oa aet kuit an diaoulien anezhañ, en pedas d'e lezel da vont gantañ. Met Jezuz a gasas anezhañ kuit, o lavarout: 39Distro da'z ti, ha lavar an traoù bras en deus Doue graet dit. Mont a reas eta kuit, oc'h embann dre holl gêr kement en devoa Jezuz graet en e geñver. 40Pa voe distroet, Jezuz a voe degemeret gant ur bobl vras, rak an holl a c'hortoze anezhañ. 41Ha setu, un den anvet Jairuz, hag a oa penn eus ar sinagogenn, a zeuas, hag oc'h en em deurel ouzh treid Jezuz, en pedas da zont en e di, 42rak en devoa ur verc'h nemeti, oadet a zaouzek vloaz pe war-dro, hag a oa o vont da vervel. Evel ma'z ae Jezuz di, e oa gwasket gant ar bobl. 43Neuze ur wreg klañv, daouzek vloaz a oa, gant an diwadañ, hag he devoa dispignet he holl vadoù gant medisined, hep gallout bezañ yac'haet gant hini ebet, 44a dostaas outañ a-ziadreñv, hag a stokas ouzh bevenn e zilhad; raktal he diwadañ a baouezas. 45Ha Jezuz a lavaras: Piv en deus stoket ouzhin? Evel ma nac'he an holl kement-se, Pêr hag ar re a oa gantañ a lavaras dezhañ: Mestr, an dud a zo en-dro dit a wask ac'hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin? 46Met Jezuz a lavaras: Unan bennak en deus stoket ouzhin, rak anavezet em eus e oa aet un nerzh er-maez ac'hanon. 47Neuze ar wreg, o welout ne oa ket bet kement-se kuzhet outañ, a zeuas en ur grenañ holl, hag oc'h en em deurel d'e dreid, e tisklêrias dirak ar bobl evit petra he devoa stoket outañ, ha penaos e oa bet yac'haet kerkent. 48Jezuz a lavaras dezhi: Va merc'h, [kemer fiziañs], da feiz he deus da yac'haet; kae e peoc'h. 49Evel ma komze c'hoazh, unan bennak eus ti penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ: Da verc'h a zo marv; na skuizh ket ar Mestr. 50Met Jezuz, o vezañ e glevet, a lavaras da benn ar sinagogenn: Na'z pez ket aon, kred hepken, hag hi a vo yac'haet. 51Pa voe deuet en ti, ne lezas den da vont e-barzh, nemet Pêr, Yann ha Jakez, ha tad ha mamm ar plac'hig. 52An holl a ouele hag a hirvoude abalamour dezhi. Met eñ a lavaras: Na ouelit ket, n'eo ket marv, met kousket a ra. 53Hag int a rae goap outañ, oc'h anavezout e oa marv. 54Met, [o vezañ graet dezho holl mont er-maez,] e kemeras he dorn, hag e krias: Bugel, sav! 55He spered a zistroas, hag e savas kerkent; neuze e c'hourc'hemennas reiñ dezhi da zebriñ. 56He c'herent a voe gwall souezhet; met eñ a c'hourc'hemennas dezho na lavarjent da zen ar pezh a oa c'hoarvezet.

Artistic illustration — an interpretation, not a historical record.

Did you know?

Good news on the Galilean road

  • As Jesus went from town to town, some women traveled with him and the Twelve and supported them from their own means. Mary is called Magdalene from Magdala, her birthplace, to distinguish her from the other Marys; a reference work calls it a mistake to identify her with the woman described as a sinner in the previous story. Joanna was the wife of Chuza, steward of Herod Antipas, tetrarch of Galilee, and Susanna, whose name means lily, is named among them.Sources: Mary Magdalene · Joanna · Susanna · the Bible text itself
  • Peter, James, and John, who appear with Jesus in this chapter, were fishermen on the Sea of Galilee. Peter's hometown, Bethsaida, lay on its western coast, where he was trained as a fisher; James, son of Zebedee and one of the Twelve, worked in partnership with him, and his brother John followed the same trade on the lake.Sources: Simon Peter · James (Son of Zebedee) · John the Apostle · the Bible text itself
  • Jairus, who pleaded with Jesus to come because his only daughter was dying, is identified as a ruler of the synagogue at Capernaum. In the house, only Peter, James, and John were allowed to enter with the child's father and mother; after the girl got up, Jesus directed that she be given something to eat.Sources: Jairus · the Bible text itself

Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.

Places in this chapter

  • Galilee · 32.760, 35.527 · verse 26
  • Gerasa · Today: Jerash · 32.272, 35.891 · verses 26, 37

Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).

Credits and license for this translation
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Talk to us

Tell us where you read from, how the Bible has helped you, or what we could improve. We read every message.