Luke 2
an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.
1En amzer-se e voe embannet ul lezenn a-berzh Kezar-Aogust, evit ma vije graet ar gont eus tud ar bed holl. 2Ar gont kentañ-se a voe graet e-pad ma oa Kiriniuz gouarner Siria. 3Dre-se an holl a yae evit lakaat o anv, pep hini en e gêr. 4Jozef ivez a bignas eus Galilea da Judea, eus kêr Nazared da gêr David anvet Betlehem, dre ma oa eus tiegezh hag eus familh David, 5evit reiñ e anv gant Mari e wreg, hag a oa dougerez. 6E-pad ma oant eno, an amzer ma tlee gwilioudiñ a erruas, 7hag e c'hanas he mab kentañ-ganet, hag e mailhuras anezhañ, hag e lakaas anezhañ en ur c'hraou, abalamour ne oa ket plas evito en ostaleri. 8Bez' e oa er memes korn-bro mêsaerien a gouske er parkeier, hag a ziwalle o loened e-pad beilhadennoù an noz. 9Setu un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezho ha gloar an Aotrou a lugernas en-dro dezho, hag o devoe ur spont bras. 10Neuze an ael a lavaras dezho: N'ho pet ket aon, rak setu e tegasan deoc'h ur c'heloù mat, a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl, 11rak ganet eo hiziv deoc'h, e kêr David, ur Salver, hag a zo ar C'hrist, an Aotrou. 12Setu amañ ur sin deoc'h: c'hwi a gavo ur bugel bihan mailhuret ha gourvezet en ur c'hraou. 13Ha kerkent e voe gant an ael ul lod bras eus arme an neñv, o veuliñ hag o lavarout: 14Gloar da Zoue el lec'hioù uhel-meurbet, ha peoc'h war an douar e-touez an dud karet gantañ! 15Pa voe en em dennet an aeled diganto en neñv, ar vêsaerien a lavaras an eil d'egile: Deomp eta betek Betlehem, ha gwelomp ar pezh a zo c'hoarvezet, hag en deus an Aotrou roet da anavezout deomp. 16Mont a rejont eta buan di, hag e kavjont Mari, Jozef hag ar bugel bihan a oa gourvezet er c'hraou. 17O vezañ e welet, e tisklêrjont ar pezh a oa bet lavaret dezho diwar-benn ar bugel bihan-se. 18An holl re o c'hleve a oa souezhet bras eus ar pezh a oa bet lavaret dezho gant ar vêsaerien. 19Mari a vire an holl draoù-se, o tistremen anezho en he c'halon. 20Hag ar vêsaerien a zistroas, en ur reiñ gloar ha meuleudi da Zoue, evit kement o devoa klevet ha gwelet, hervez ma oa bet lavaret dezho. 21Pa voe deuet an eizhvet devezh evit amdroc'hañ ar bugel, e voe galvet JEZUZ, anv a oa bet roet dezhañ gant an ael, a-raok ma oa koñsevet e kof e vamm. 22Ha pa voe deuet, hervez lezenn Moizez, an deizioù dezho da vezañ glanaet, e voe kaset ar bugel da Jeruzalem, evit e ginnig d'an Aotrou 23(hervez ma'z eo skrivet e lezenn an Aotrou: Pep paotr kentañ-ganet a vo gouestlet da Zoue), 24hag evit kinnig en aberzh, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn an Aotrou, ur re durzhunelled, pe ziv goulmig. 25Bez' e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon; an den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel, hag ar Spered-Santel a oa warnañ. 26Disklêriet e voe dezhañ a-berzh Doue dre ar Spered-Santel, penaos ne varvje ket, a-raok m'en dije gwelet Krist an Aotrou. 27Dont a reas en templ dre ar Spered, hag evel ma oa an tad hag ar vamm o tegas ar bugel bihan Jezuz, evit ober en e geñver hervez giz al lezenn, 28e kemeras anezhañ etre e zivrec'h, hag e veulas Doue, o lavarout: 29Aotrou, laosk bremañ da servijer da vont e peoc'h, hervez da c'her, 30rak va daoulagad o deus gwelet da silvidigezh, 31an hini ac'h eus graet dirak an holl bobloù, 32ar sklêrijenn a dle sklaeriañ an holl dud, ha gloar da bobl Israel. 33Ha Jozef hag e vamm a oa souezhet eus an traoù a lavared anezhañ. 34Simeon o bennigas, hag a lavaras da Vari, e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh, 35en hevelep doare ma vo soñjezonoù kalon kalz dizoloet; hag evidout-te, ur c'hleze a dreuzo da ene. 36Bez' e oa ivez eno Anna ar brofedez, merc'h Fanuel, eus meuriad Aser; oadet bras e oa, hag he devoa bevet gant he fried seizh vloaz, abaoe he gwerc'hded. 37Chomet e oa intañvez, oadet a bevar bloaz ha pevar ugent pe war-dro, n'ae ket er-maez eus an templ, o servijañ Doue noz-deiz er yunoù hag er pedennoù. 38O vezañ deuet d'an eur-mañ, e veule ivez an Aotrou, hag e komze diwar-benn Jezuz ouzh an holl dud eus Jeruzalem a c'hortoze an daspren. 39Goude m'o devoe graet pep tra hervez lezenn an Aotrou, e tistrojont e Galilea, da Nazared, o c'hêr. 40Hag ar bugel a greske hag en em nerzhe [e spered], o vezañ leuniet a furnez; ha gras Doue a oa warnañ. 41E dad hag e vamm a yae beb bloaz da Jeruzalem, da c'houel ar Pask. 42P'en devoe Jezuz daouzek vloaz, e pignjont da Jeruzalem, hervez giz ar gouel. 43Pa voe deizioù ar gouel tremenet, evel ma tistroent ac'hane, ar bugel Jezuz a chomas e Jeruzalem; Jozef hag e vamm n'anavezjont ket-se. 44Met, o soñjal e oa en o zouez, e valejont un devezh; neuze e klaskjont anezhañ e-touez o c'herent hag ar re eus o anaoudegezh; 45pa n'en kavent ket, e tistrojont da Jeruzalem d'e glask. 46Hag a-benn tri devezh e kavjont anezhañ en templ, azezet e-touez an doktored, o selaou anezho hag oc'h ober goulennoù outo. 47Kement hini a gleve anezhañ a oa souezhet gant e furnez hag e respontoù. 48Pa welas e dud anezhañ, e voent souezhet, hag e vamm a lavaras dezhañ: Va bugel, perak ec'h eus graet evel-se deomp? Setu, da dad ha me, en glac'har, a glaske ac'hanout. 49Eñ a lavaras dezho: Perak em c'hlaskec'h? N'ouiec'h ket eo ret din bezañ dalc'het gant labourioù va Zad? 50Met int ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho. 51Mont a reas neuze ganto hag e teuas da Nazared, hag e touje dezho. E vamm a vire an holl draoù-se en he c'halon. 52Jezuz a greske e furnez, e ment, hag e gras, dirak Doue ha dirak an dud.

Did you know?
The Birth and Early Years of Jesus
- Luke places Jesus’ birth at the time of a decree from Caesar Augustus that a census be taken of the whole empire. Augustus was the cognomen of the first Roman emperor, C. Julius Caesar Octavianus; the title, meaning “majesty” or “venerable,” was first given by the senate. Luke calls this the first census while Quirinius was governor of Syria—Cyrenius being the Greek form of Publius Sulpicius Quirinus.Sources: the Bible text itself · Augustus · Cyrenius
- Joseph lived in Nazareth in Galilee, and he went up from there to Judea, to Bethlehem, the city of David, because he belonged to David’s house and line. Bethlehem lies in the hill country of Judah and was David’s own city: David, the eighth and youngest son of Jesse, was a citizen of Bethlehem. Mary, pledged to Joseph in marriage and expecting a child, traveled with him to register.Sources: the Bible text itself · Joseph (Mary's Husband) · Bethlehem · David
- When the time of purification required by the Law of Moses was complete, the parents brought the child to Jerusalem to present him to the Lord, offering a pair of turtledoves or two young pigeons. In the temple they met Simeon and Anna, a prophetess, daughter of Phanuel, of the tribe of Asher. She had been married for seven years and then was a widow to the age of eighty-four, and she never left the temple, worshiping night and day, fasting and praying.Sources: the Bible text itself · Anna
Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.
Places in this chapter
- Syria · Today: Syria 2 · 33.511, 36.306 · verse 2
- Bethlehem · 31.704, 35.208 · verses 4, 11, 15
- Galilee · 32.760, 35.527 · verses 4, 39
- Judea · Today: Judea 1 · 31.777, 35.234 · verse 4
- Nazareth · 32.702, 35.298 · verses 4, 39, 43, 51
- Jerusalem · 31.777, 35.234 · verses 22, 25, 38, 41, 42, 43, 45
Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Credits and license for this translation
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org