Nations Bible

Luke 13

an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.

1En amzer-se, hiniennoù eus an dud en em gave eno, a lavaras da Jezuz ar pezh a oa c'hoarvezet da C'halileiz en devoa Pilat mesket o gwad gant hini o aberzhoù. 2Ha Jezuz, o respont, a lavaras dezho: Ha krediñ a rit e oa ar C'halileiz-se brasoc'h pec'herien eget an holl C'halileiz all, abalamour m'o deus gouzañvet kement-se? 3Nann, a lavaran deoc'h; met ma n'hoc'h eus ket keuz, e varvot holl evelto. 4Pe krediñ a rit an triwec'h den ma'z eo kouezhet tour Siloa warno, o lazhañ anezho, a oa brasoc'h pec'herien eget holl dud Jeruzalem? 5Nann, a lavaran deoc'h; met ma n'hoc'h eus ket keuz, e varvot holl evelto. 6Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ: Un den en devoa ur wezenn-fiez plantet en e winieg, hag e teuas da glask frouezh enni, met ne gavas ket. 7Neuze e lavaras d'ar gwinier: Setu, tri bloaz a zo ma teuan da glask frouezh er wezenn-fiez-mañ, ha ne gavan ket; troc'h anezhi; perak e talc'h lec'h en aner en douar? 8Ar gwinier a respontas dezhañ: Aotrou, lez anezhi c'hoazh ar bloaz-mañ, betek ma em bo toullet en-dro dezhi ha ma em bo lakaet teil ganti. 9Marteze e tougo frouezh, ha ma ne ra ket, e troc'hi anezhi goude. 10Evel ma kelenne Jezuz en ur sinagogenn un deiz sabad, 11en em gavas eno ur wreg dalc'het gant ur spered he c'hlañvae triwec'h vloaz a oa; daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c'helle tamm ebet en em eeunañ. 12Jezuz, o welout anezhi, he galvas hag a lavaras dezhi: Gwreg, yac'haet out eus da gleñved. 13Eñ a lakaas e zaouarn warni, ha kerkent en em eeunas, hag e roas gloar da Zoue. 14Met penn ar sinagogenn, droug ennañ eus m'en devoe Jezuz yac'haet un deiz sabad, a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar bobl: C'hwec'h devezh a zo evit labourat; deuit eta en deizioù-se evit bezañ yac'haet, ha neket devezh ar sabad. 15Met an Aotrou a respontas dezhañ: Pilpouzed, pep hini ac'hanoc'h, ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c'hraou deiz ar sabad, ha ne gas ket anezhañ d'an dour? 16Ha ne zleed ket ivez, deiz ar sabad, distagañ eus he chadenn ar verc'h-mañ da Abraham, a oa dalc'het ereet gant Satan triwec'h bloaz a oa? 17Evel ma komze evel-se, e holl enebourien a voe mezhek, hag an holl bobl en em laouenae eus an holl draoù glorius a rae. 18Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra eo heñvel rouantelezh Doue, pe ouzh petra e hañvalin anezhi? 19Heñvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo a gemer un den hag a laka en e liorzh; hag e kresk, hag e teu da vezañ ur wezenn [vras], en hevelep doare ma teu laboused an neñv da chom en he brankoù. 20Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue? 21Heñvel eo ouzh ur goell a gemer ur wreg, hag a laka e tri muzuliad bleud, betek ma vo an toaz goet holl. 22Jezuz a yae dre ar c'hêrioù ha dre ar bourc'hioù, o kelenn hag o terc'hel hent Jeruzalem. 23Unan bennak a lavaras dezhañ: Aotrou, ha ne vo salvet nemet nebeud a dud? Eñ a lavaras dezho: 24Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh; rak, me a lavar deoc'h, penaos kalz a glasko mont e-barzh ha ne c'hellint ket. 25Pa vo aet mestr an ti, ha m'en devo prennet an nor, ha pa en em lakaot-c'hwi, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc'h: N'ouzon ket a-belec'h oc'h. 26Neuze e lavarot: Ni hon eus debret hag evet dirazout, ha te ac'h eus kelennet en hor straedoù. 27Hag eñ a responto: Me a lavar deoc'h, n'ouzon ket a-belec'h oc'h; en em dennit diouzhin, c'hwi holl a ra micher a fallentez. 28Eno e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c'hwi taolet er-maez. 29Hag e teuio tud eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c'hreisteiz, a vo ouzh taol e rouantelezh Doue. 30Ha setu ez eus re ziwezhañ hag a vo ar re gentañ, hag ez eus re gentañ hag a vo ar re ziwezhañ. 31En deiz-se, e teuas d'e gavout hiniennoù eus ar farizianed, o lavarout dezhañ: Kae kuit, ha kerzh ac'han, rak Herodez a fell dezhañ da lazhañ. 32Eñ a lavaras dezho: It, ha lavarit d'al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaoulien hag ec'h echuan da reiñ ar yec'hed d'ar re glañv, hiziv ha warc'hoazh, ha d'an trede deiz e vo peurc'hraet ganin. 33Koulskoude, ret eo din bale hiziv, warc'hoazh hag an deiz war-lerc'h, evit na c'hoarvezo ket e varvfe ur profed er-maez eus Jeruzalem. 34Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded, hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale, evel ma tastum ar yar he c'hlodad dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h! 35Setu, ho ti a ya da chom [hep den], ha me a lavar deoc'h, ne'm gwelot mui, betek ma lavarot: Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou.

Artistic illustration — an interpretation, not a historical record.

Did you know?

Repentance on the Way to Jerusalem

  • Pontius Pilate was the sixth Roman procurator of Judea, from A.D. 26 to 36. His headquarters were at Caesarea, though he often went up to Jerusalem. Luke 13 opens with the report that he had mixed the blood of some Galileans with their sacrifices; Jesus replies that this does not show they were worse sinners than the other Galileans, and that unless his hearers repent they too will all perish.Sources: Pontius Pilate · the Bible text itself
  • Jesus also asks whether the eighteen who were killed when the tower of Siloam collapsed were more sinful than all the others living in Jerusalem, and again says that unless his hearers repent they too will all perish. Siloam, meaning “sent” or “sending,” has been identified with the Birket Silwan in the lower Tyropoeon valley, southeast of the hill of Zion. Water reaches that pool intermittently through a winding underground channel from the Fountain of the Virgin, and John’s Gospel records that Jesus gave sight to a blind man there.Sources: Siloam · the Bible text itself
  • While he travels through the towns and villages toward Jerusalem, Jesus laments the city that kills the prophets and stones those sent to her. It is described as a mountain city set on a stronghold; its name, in the dual form, means “possession of peace” or “foundation of peace,” probably referring to Zion and Moriah, the two mountains on which it was built, or, as some suppose, to the upper and lower city. He says he has often longed to gather its children as a hen gathers her chicks under her wings, and Easton's Bible Dictionary (1897) notes that this familiar bird is mentioned only in this lament and in Matthew 23:37.Sources: the Bible text itself · Jerusalem · Josiah

Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.

Places in this chapter

  • Galilee · 32.760, 35.527 · verses 1, 2
  • Jerusalem · 31.777, 35.234 · verses 4, 22, 33, 34
  • Siloam · Today: Pool of Siloam · 31.771, 35.235 · verse 4

Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).

Credits and license for this translation
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Talk to us

Tell us where you read from, how the Bible has helped you, or what we could improve. We read every message.