Nations Bible

Luke 10

an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.

1Goude-se, an Aotrou a lakaas c'hoazh dek ha tri-ugent all, hag o c'hasas daou ha daou a-raok dezhañ, en holl gêrioù hag en holl lec'hioù ma tlee mont e-unan. 2Hag e lavaras dezho: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost. 3It, setu e kasan ac'hanoc'h evel oaned e-touez bleizi. 4Na zougit na yalc'h, na sac'h, na botoù, ha na saludit den en hent. 5E peseurt ti bennak ma'z eot, lavarit da gentañ: Ra vo ar peoc'h war an ti-mañ! 6Mar bez eno ur bugel a beoc'h, ho peoc'h a chomo warnañ; mar n'eus ket, e tistroio deoc'h. 7Chomit en ti-se, o tebriñ hag oc'h evañ ar pezh a vo roet deoc'h; rak al labourer a zo din eus e c'hopr. Na dremenit ket eus un ti da un ti all. 8E peseurt kêr bennak ma'z eot, mar ho tegemerer enni, debrit ar pezh a vo kinniget deoc'h, 9yac'hait ar re glañv a vo eno, ha lavarit dezho: Rouantelezh Doue a zo deuet tost ouzhoc'h. 10Met e peseurt kêr bennak ma'z eot, mar n'ho tegemerer ket, it er straedoù, ha lavarit: 11Hejañ a reomp a-enep deoc'h ar poultr a zo staget ouzhimp en ho kêr; gouezit koulskoude penaos rouantelezh Doue a zo tostaet ouzhoc'h. 12Me a lavar deoc'h, en deiz-se e vo dousoc'h da Sodom eget d'ar gêr-se. 13Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu. 14Abalamour da-se, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon, eget deoc'h. 15Ha te, Kafarnaoum, savet out bet betek an neñv, hogen izelaet e vi betek lec'h ar marv. 16An neb a selaou ac'hanoc'h, a selaou ac'hanon, hag an neb a zispriz ac'hanoc'h, a zispriz ac'hanon; an neb a zispriz ac'hanon, a zispriz an hini en deus va c'haset. 17An dek ha tri-ugent a zistroas gant levenez, o lavarout: Aotrou, zoken an diaoulien a zouj ac'hanomp ez anv. 18Eñ a lavaras dezho: Me a wele Satan o kouezhañ eus an neñv evel ul luc'hedenn. 19Setu, e roan deoc'h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c'hruged, ha war holl nerzhoù an enebour; ha netra ne c'hello noazout ouzhoc'h. 20Koulskoude, n'en em laouenait ket eus ma sent ar speredoù ouzhoc'h; met en em laouenait kentoc'h eus ma'z emañ hoc'h anvioù skrivet en neñvoù. 21En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o disklêriet d'ar vugale! Ya, o Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec'h eus e gavet mat. 22Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad, nemet ar Mab, hag an hini a fell d'ar Mab e zisklêriañ dezhañ. 23Hag, o tistreiñ ouzh e ziskibien, e lavaras dezho, a-du: Eürus eo an daoulagad a wel ar pezh a welit! 24Rak, me a lavar deoc'h, kalz a brofeded hag a rouaned o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n'o deus ket e welout, ha klevout ar pezh a glevit ha n'o deus ket e glevout. 25Neuze un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras da Jezuz evit e amprouiñ: Mestr, petra a zlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus? 26Jezuz a lavaras dezhañ: Petra a zo skrivet el lezenn, ha petra a lennez enni? 27Eñ a respontas: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh, hag eus da holl soñj, ha da nesañ eveldout da-unan. 28Jezuz a lavaras dezhañ: Respontet mat ec'h eus; gra kement-se hag e vevi. 29Met an den-mañ, o fellout diskouez e oa reizh, a lavaras da Jezuz: Ha piv eo va nesañ? 30Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras: Un den a ziskennas eus Jeruzalem da Jeriko, hag a gouezhas etre daouarn laeron a ziwiskas anezhañ; ha goude bezañ e vrevet a daolioù, ez ejont kuit, o lezel anezhañ hanter-varv. 31Erruout a reas ma tiskennas ur beleg dre an hent-se, hag o vezañ gwelet an den, a dremenas e-biou. 32Ul Leviad, o vezañ ivez deuet er memes lec'h, hag o welout anezhañ, a yeas e-biou. 33Met ur Samaritan, o tremen e hent, a zeuas da gavout an den-mañ, hag o welout anezhañ en devoe truez outañ. 34O tostaat, e lienas e c'houlioù, hag e lakaas warno eoul ha gwin. Goude e lakaas anezhañ war e varc'h, en kasas da un ostaleri, hag e kemeras preder anezhañ. 35Antronoz, o vont kuit, e tennas daou ziner arc'hant, o roas d'an ostiz, hag e lavaras dezhañ: Az pez preder anezhañ, ha kement a zispign ouzhpenn, me en roio dit pa zistroin. 36Pehini eta eus an tri-se a gav dit eo bet nesañ an hini a oa kouezhet etre daouarn al laeron? 37An doktor a lavaras: An hini en deus graet trugarez en e geñver eo. Jezuz a lavaras eta dezhañ: Kae, ha gra ivez evel-se. 38Evel ma oant en hent, ez eas en ur vourc'h, hag ur wreg anvet Marta en degemeras en he zi. 39Ur c'hoar he devoa, anvet Mari; homañ, oc'h en em zerc'hel azezet ouzh treid Jezuz, a selaoue e gomzoù. 40Marta a oa prederiet gant al labour en ti; o vezañ deuet, e lavaras: Aotrou, ha n'evezhiez ket penaos va c'hoar am lez da servijañ va-unan? Lavar dezhi eta va sikour. 41Jezuz a respontas dezhi: Marta, Marta, te en em laka e poan hag en em nec'h gant kalz a draoù; 42met un dra hepken a zo ret; Mari he deus dibabet al lodenn wellañ, ha ne vo ket lamet diganti.

Artistic illustration — an interpretation, not a historical record.

Did you know?

The mission, the towns, and Martha and Mary

  • Easton's Bible Dictionary (1897) identifies Chorazin, named in this chapter's woes along with Bethsaida and Capernaum, with Kerazeh, about two and a half miles up the Wady Kerazeh from Capernaum. It says that after Jesus was expelled from Nazareth, Capernaum became his own city. The chapter compares those towns with Tyre and Sidon; the dictionary calls Sidon the first home of the Phoenicians on the coast of Palestine and the mother city of Tyre, about twenty-five miles north of Tyre.Sources: the Bible text itself · Chorazin · Capernaum · Sidon
  • Easton's Bible Dictionary (1897) gives the name Martha as meaning bitterness, and says that she, her sister Mary, and their brother Lazarus lived at Bethany, with Martha probably the eldest. Because this passage calls the house hers, the dictionary notes that some have supposed she was a widow and that her brother and sister lodged with her. It describes her as anxious and bustling in caring for her guest, unlike Mary, who sat at Jesus' feet and listened.Sources: the Bible text itself · Martha · Mary (sister of Lazarus)
  • The Lord appoints seventy-two others and sends them two by two ahead of him, and an event chronology dates that sending to AD 29. When they return, rejoicing that even the demons submit in his name, he says he saw Satan fall like lightning from heaven. Easton's Bible Dictionary (1897) explains the name Satan as adversary or accuser, and notes that the New Testament uses it interchangeably with the devil more than thirty times.Sources: the Bible text itself · 70 Sent Out · Satan

Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.

Places in this chapter

  • Sidon · Today: Sandikli archaeological site in Sidon · 33.561, 35.372 · verses 13, 14
  • Tyre · 33.271, 35.196 · verses 13, 14
  • Jericho · Today: Tell el Alayiq · 31.852, 35.436 · verse 30
  • Jerusalem · 31.777, 35.234 · verses 30, 38

Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).

Credits and license for this translation
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Talk to us

Tell us where you read from, how the Bible has helped you, or what we could improve. We read every message.