Nations Bible

John 4

an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.

1An Aotrou, o vezañ gouezet o devoa ar farizianed klevet e rae hag e vadeze muioc'h a ziskibien eget Yann, 2(koulskoude ne oa ket Jezuz e-unan a vadeze, met e ziskibien) 3a guitaas Bro-Judea, hag a zistroas e Galilea; 4met, ret e oa dezhañ tremen dre Samaria. 5Erruout a reas eta en ur gêr eus Samaria, anvet Sikar, tost d'an douar en devoa Jakob roet d'e vab Jozef. 6Eno e oa puñs Jakob. Jezuz eta, skuizh gant an hent, a azezas e-kichen ar puñs; war-dro ar c'hwec'hvet eur e oa. 7Ur wreg samaritan o vezañ deuet evit tennañ dour, Jezuz a lavaras dezhi: Ro din da evañ. 8E ziskibien a oa aet e kêr, evit prenañ boued. 9Ar wreg samaritan a respontas dezhañ: Penaos, te hag a zo yuzev, a c'houlenn da evañ diganin-me, ur Samaritanez? (Rak ar Yuzevien ne zarempredont ket gant ar Samaritaned.) 10Jezuz a respontas hag a lavaras dezhi: Mar anavezjes donezon Doue, ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, te a c'houlennje da-unan digantañ, hag eñ a roje dit dour bev. 11Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, te ne'c'h eus netra evit tennañ dour, hag ar puñs a zo don; a-belec'h eta ez pefe an dour bev-se? 12Brasoc'h out eget hon tad Jakob en deus roet deomp ar puñs-mañ hag en deus evet e-unan anezhañ, kenkoulz evel e vibien hag e loened? 13Jezuz a respontas dezhi: Piv bennak a ev eus an dour-mañ en devo c'hoazh sec'hed; 14met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n'en devo biken sec'hed; hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus. 15Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ro din an dour-se, evit na'm bo ken sec'hed, ha na zeuin ken da dennañ dour amañ. 16Jezuz a lavaras dezhi: Kae, galv da bried, ha deus amañ. 17Ar wreg a respontas: Ne'm eus pried ebet. Jezuz a lavaras dezhi: Lavaret mat ec'h eus: Ne'm eus pried ebet; 18rak pemp pried ac'h eus bet; hag an hini a zo ganit bremañ n'eo ket da bried; gwir ac'h eus lavaret e kement-se. 19Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, gwelout a ran out ur profed. 20Hon tadoù o deus azeulet war ar menez-mañ, ha c'hwi a lavar penaos al lec'h e pelec'h eo ret azeuliñ eo Jeruzalem. 21Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, kred ac'hanon; an amzer a zeu ma n'azeulor ken an Tad na war ar menez-mañ nag e Jeruzalem. 22C'hwi a azeul ar pezh n'anavezit ket; evidomp-ni, ni a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silividigezh a zeu eus ar Yuzevien. 23Met an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma'c'h azeulo ar gwir azeulerien an Tad e spered hag e gwirionez, rak an Tad a c'houlenn ar seurt azeulerien-se. 24Doue a zo Spered, hag eo ret d'ar re en azeul, e azeuliñ e spered hag e gwirionez. 25Ar wreg a lavaras dezhañ: Gouzout a ran penaos ar Mesiaz, an hini a c'halver Krist, a dle dont; pa vo-eñ deuet, e tisklêrio deomp an holl draoù. 26Jezuz a lavaras dezhi: Me eo, me, an hini a gomz ouzhit. 27War gement-se, e ziskibien a erruas, hag e oant souezhet dre ma komze gant ur wreg; koulskoude hini anezho ne lavaras dezhañ: Petra a c'houlennez? Pe, perak e komzez ganti? 28Neuze ar wreg a lezas he fod-dour, a yeas e kêr, hag a lavaras d'an dud: 29Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet; ne vefe ket eñ ar C'hrist? 30Mont a rejont eta eus kêr, hag ez ejont d'e gavout. 31Koulskoude, e ziskibien a bede anezhañ, o lavarout: Mestr, debr. 32Met eñ a lavaras dezho: Me am eus da zebriñ ur boued n'anavezit ket. 33An diskibien a lavare eta an eil d'egile: Unan bennak en defe degaset da zebriñ dezhañ? 34Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c'haset, ha peurober e oberenn. 35Ne lavarit ket ez eus c'hoazh pevar miz ac'han d'an eost? Setu, me a lavar deoc'h: Savit ho taoulagad, ha sellit ouzh ar maezioù a wenna dija evit an eost. 36An hini a ved en deus ur gopr, hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m'en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved. 37Rak e kement-mañ eo gwir ar gomz-mañ: Unan all eo an hader, hag unan all eo ar meder. 38Me am eus ho kaset e-lec'h n'hoc'h eus ket labouret; reoù all o deus labouret, ha c'hwi a zo aet war o labour. 39Kalz eus Samaritaned ar gêr-se a gredas ennañ, abalamour da gomz ar wreg; roet he devoa an testeni-mañ: Lavaret en deus din kement am eus graet. 40Ar Samaritaned eta, o vezañ deuet d'e gavout, a bedas anezhañ da chom ganto; hag e chomas daou zevezh eno. 41Hag un niver brasoc'h a gredas abalamour d'e gelennadurezh. 42Hag e lavarent d'ar wreg: N'eo ket abalamour da'z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan, hag ec'h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed[, ar C'hrist]. 43Daou zevezh goude, ez eas kuit ac'hano, evit mont e Galilea, 44rak Jezuz e-unan en devoa disklêriet penaos ur profed n'eo ket enoret en e vro. 45Pa oa erru e Galilea, e voe degemeret mat gant ar C'halileiz o devoa gwelet kement en devoa graet e Jeruzalem deiz ar gouel; rak int ivez a oa aet d'ar gouel. 46Jezuz a zeuas eta a-nevez da Gana e Galilea, e-lec'h m'en devoa graet gwin gant dour. Ha, bez' e oa e Kafarnaoum un Aotrou a di ar roue a oa klañv e vab. 47An den-mañ, o vezañ anavezet penaos Jezuz a oa deuet eus Judea da C'halilea, a yeas d'e gavout hag a bedas anezhañ da ziskenn evit yac'haat e vab, rak mont a rae da vervel. 48Jezuz a lavaras: Ma ne welit ket a sinoù hag a virakloù, ne gredit ket. 49An Aotrou-mañ a di ar roue a lavaras dezhañ: Aotrou, diskenn, a-raok ma varvo va bugel. 50Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da vab a vev. An den-mañ a gredas ar pezh en devoa Jezuz lavaret dezhañ, hag a yeas kuit. 51Evel ma tiskenne, e vevelien a zeuas a-raok dezhañ, hag a lavaras dezhañ: Da vab a vev. 52Eñ a c'houlennas outo da bet eur e oa en em gavet gwelloc'h. Hag int a lavaras dezhañ: Dec'h d'ar seizhvet eur, an derzhienn a guitaas anezhañ. 53Hag an tad a anavezas e oa d'an eur-se en devoa Jezuz lavaret dezhañ: Da vab a vev; hag e kredas, eñ hag holl dud e di. 54Jezuz a reas an eil mirakl-se en e zistro eus Judea da C'halilea.

Artistic illustration — an interpretation, not a historical record.

Did you know?

Living Water in Samaria

  • Jesus left Judea to return to Galilee, and the Gospel says he had to pass through Samaria. Under the Romans in Jesus' time, Judea was the southernmost of Palestine's three divisions, distinguished from Samaria and Galilee, and the narrative notes that Jews did not associate with Samaritans.Sources: the Bible text itself · Judea
  • He came to Sychar, near the plot of ground that Jacob had given his son Joseph, and, weary from the journey, sat down by Jacob's well. Easton's Bible Dictionary (1897) records that from the time of the Crusaders Sychar was usually identified with Shechem, but that explorations had identified it with 'Askar, a small Samaritan town on the southern base of Ebal, about a mile north of the well.Sources: the Bible text itself · Sychar
  • The woman contrasted worship on this mountain with the Jewish claim that one must worship in Jerusalem, and she spoke of a coming Messiah, called Christ. When the disciples returned from buying food in the town, they were surprised that Jesus was speaking with a woman.Sources: the Bible text itself

Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.

Places in this chapter

  • Galilee · 32.760, 35.527 · verses 3, 43, 45, 46, 47, 54
  • Judea · Today: Judea 1 · 31.777, 35.234 · verses 3, 47, 54
  • Samaria · Today: Samaria 2 · 32.276, 35.195 · verses 4, 5, 7, 9
  • Jerusalem · 31.777, 35.234 · verses 20, 21, 45
  • Mount Gerizim · 32.199, 35.273 · verse 20

Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).

Credits and license for this translation
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Talk to us

Tell us where you read from, how the Bible has helped you, or what we could improve. We read every message.