John 2
an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.
1Tri devezh goude, e voe un eured e Kana e Galilea, ha mamm Jezuz a oa eno. 2Jezuz ivez a voe pedet da vont d'an eured gant e ziskibien. 3Ar gwin o vezañ manket, mamm Jezuz a lavaras dezhañ: N'o deus ken a win. 4Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, petra a zo etre te ha me? Va eur n'eo ket c'hoazh deuet. 5E vamm a lavaras d'ar re a servije: Grit kement a lavaro deoc'h. 6Bez' e oa eno c'hwec'h lestr-maen, lakaet evit glanidigezh ar Yuzevien, o terc'hel pep hini anezho daou pe dri muzuliad. 7Jezuz a lavaras dezho: Leugnit a zour al listri-se; hag e kargjont anezho leun-barr. 8Lavarout a reas dezho: Tennit bremañ anezhañ, ha kasit da vestr ar fest. Hag e kasjont. 9P'en devoe mestr ar fest tañvaet an dour troet e gwin (ne ouie ket a-belec'h e teue ar gwin-se, met ar vevelien o devoa tennet an dour a ouie), e c'halvas ar pried, 10hag e lavaras dezhañ: Pep den a ro da gentañ ar gwin mat, hag an hini falloc'h goude ma vefe bet evet kalz; met te ac'h eus miret ar gwin mat betek vremañ. 11Jezuz a reas ar c'hentañ mirakl-mañ e Kana Galilea, hag e tiskouezas e c'hloar; e ziskibien a gredas ennañ. 12Goude-se, e tiskennas da Gafarnaoum gant e vamm, e vreudeur hag e ziskibien, ha ne chomjont eno nemet un nebeut devezhioù. 13Pask ar Yuzevien a oa tost, ha Jezuz a bignas da Jeruzalem. 14En templ e kavas ar re a werzhe ejened, deñved ha koulmed, gant an drokerien a oa azezet eno. 15O vezañ graet ur skourjez-kerdin, e kasas anezho holl kuit eus an templ, hag an deñved hag an ejened; teurel a reas d'an douar arc'hant an drokerien, hag e tiskaras o zaolioù, 16hag e lavaras d'ar re a werzhe koulmed: Tennit an dra-se ac'han, ha na rit ket eus ti va Zad un ti a varc'had. 17Neuze e ziskibien o devoe soñj eo skrivet: An oaz evit da di en deus va devet. 18Ar Yuzevien, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Dre beseurt sin e tiskouezez deomp e c'hellez ober kement-se? 19Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Diskarit an templ-mañ, ha me a adsavo anezhañ a-benn tri devezh. 20Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: C'hwec'h vloaz ha daou-ugent e oar bet o sevel an templ-mañ, ha te en adsavfe e tri devezh? 21Met eñ a gomze eus templ e gorf. 22Goude eta ma oa adsavet a-douez ar re varv, e ziskibien o devoe soñj en devoa lavaret an dra-se, hag e kredjont er Skritur ha d'ar ger-se en devoa Jezuz lavaret. 23E-pad ma oa e Jeruzalem, da ouel ar pask, kalz a dud a gredas en e anv, o welout ar mirakloù a rae. 24Met Jezuz ne fizie ket enno, rak o anavezout a rae holl. 25Ha n'en devoa ket ezhomm e vije roet testeni dezhañ gant den, rak anavezout a rae e-unan ar pezh a oa en den.

Did you know?
From a wedding in Cana to the temple in Jerusalem
- Cana, a town of Galilee near Capernaum, is not mentioned in the Old Testament. Some identify it with Kana el-Jelil, also called Khurbet Kana, eight or nine miles north of Nazareth; others with Kefr Kenna, about five miles northeast of Nazareth and twelve miles in a direct line from Tiberias, on the road toward the Sea of Galilee. There Jesus performed the first of his signs, turning water into wine at a wedding.Sources: Cana · the Bible text itself
- After the wedding, Jesus went down to Capernaum with his mother, his brothers, and his disciples, and they stayed a few days. Capernaum, “Nahum’s town,” was a Galilean city not mentioned in the Old Testament. After he was expelled from Nazareth, it became his own city.Sources: the Bible text itself · Capernaum
- When the Jewish Passover was near, Jesus went up to Jerusalem, a mountain city. Its name, in a dual form, means “possession of peace” or “foundation of peace,” probably referring to the mountains Zion and Moriah or, as some suppose, to the upper and lower city; modern Arabs call it el-Khuds, “the holy.” Those who demanded a sign said the temple had taken forty-six years to build, and a chronology dates this Passover and the temple incident to AD 27.Sources: the Bible text itself · Jerusalem · First Passover and Temple Cleansing
Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.
Places in this chapter
Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Credits and license for this translation
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org