Nations Bible

John 10

an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.

1E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini na da ket e kraou an deñved dre an nor, met a bign dre ul lec'h all, a zo ul laer hag ur brigant. 2Met an hini a ya dre an nor, eo mesaer an deñved. 3Ar porzhier a zigor dezhañ an nor, hag an deñved a glev e vouezh; gervel a ra e zeñved e-unan dre o anv, hag e kas anezho er-maez. 4Ha p'en deus lakaet er-maez e zeñved e-unan, e vale a-raok dezho, hag an deñved a heul anezhañ, abalamour ma'c'h anavezont e vouezh. 5Met ne heuilhint ket un diavaeziad, tec'hout a raint kentoc'h dre ma n'anavezont ket mouezh an diavaezidi. 6Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se, met ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho. 7Jezuz eta a lavaras dezho c'hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, me eo dor an deñved. 8An holl re a zo deuet a-raok din a zo laeron ha briganted, met an deñved n'o deus ket o selaouet. 9Me eo an nor; mar deu unan bennak e-barzh drezon, e vo salvet; dont ha mont a raio hag e kavo peurvan. 10Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ; met me a zo deuet evit m'o devo va deñved ar vuhez ha ma vint er fonnuster. 11Me eo ar mesaer mat; ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeñved. 12Met an devezhour n'eo ket ar mesaer, hag an deñved n'int ket dezhañ; pa wel ar bleiz o tont, e tilez an deñved hag e tec'h; ar bleiz a grog en deñved hag a stlabez anezho. 13An devezhour a dec'h, abalamour ma'z eo devezhour, ha ne gemer ket preder eus an deñved. 14Me eo ar mesaer mat, me a anavez va deñved, hag anavezet on ganto, 15evel ma'c'h anavez va Zad ac'hanon, hag evel ma'c'h anavezan va Zad; ha reiñ a ran va buhez evit va deñved. 16Deñved all am eus ha n'int ket eus an tropell-mañ; ret eo din ivez degas anezho; hag e klevint va mouezh, ha ne vo nemet ur bagad, hag ur mesaer hepken. 17Dre-se eo e kar va Zad ac'hanon, abalamour ma roan va buhez evit he adkemer. 18Den ne lam anezhi diganin, me a ro anezhi ac'hanon va-unan; ar galloud am eus d'he c'huitaat, hag ar galloud d'he adkemer; an urzh-se am eus bet digant va Zad. 19Neuze e voe dizunvaniezh adarre etre ar Yuzevien, abalamour d'ar gerioù-se. 20Kalz anezho a lavare: Un diaoul en deus, diskiantet eo; perak e selaouit anezhañ? 21Re all a lavare: Ar gerioù-se n'int ket eus un den dalc'het gant un diaoul. Hag un diaoul a c'hell digeriñ daoulagad ar re dall? 22Bez' e oa e Jeruzalem gouel an Dedi, hag ar goañv a oa. 23Evel ma valee Jezuz en templ, e porched Salomon, 24ar Yuzevien en em zastumas eta en-dro dezhañ, hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc'hi hor spered en douetañs? Mar dout ar C'hrist, lavar eñ deomp freals. 25Jezuz a respontas dezho: E lavaret em eus deoc'h, ha ne gredit ket; an oberoù a ran e anv va Zad a ro testeni ac'hanon. 26Met c'hwi ne gredit ket abalamour n'oc'h ket eus va deñved, evel ma em eus e lavaret deoc'h. 27Va deñved a glev va mouezh, ha me a anavez anezho, hag int a heul ac'hanon. 28Me a ro dezho ar vuhez peurbadus; ne vint kollet biken, ha den n'o lamo eus va dorn. 29Va Zad en deus o roet din, ha brasoc'h eo eget an holl; den ne c'hell o lemel eus dorn va Zad. 30Me hag an Tad a zo unan. 31Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata. 32Ha Jezuz a lavaras dezho: Graet em eus dirazoc'h kalz a oberoù mat, a-berzh va Zad; evit pehini anezho e veinatait ac'hanon? 33Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N'eo ket evit un ober mat e veinataomp ac'hanout, met abalamour d'ur gwallgomz, dre ma n'out nemet un den hag en em rez Doue. 34Jezuz a respontas dezho: N'eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C'hwi a zo doueed? 35Mar he deus eta galvet doueed ar re ma oa ger Doue kaset dezho (hag ar Skritur ne c'hell ket bezañ torret), 36lavarout a rit-hu e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue? 37Ma ne ran ket oberoù va Zad, na gredit ket ac'hanon. 38Met mar o gran, ha pa ne gredfec'h ket ac'hanon, kredit da'm oberoù, evit ma'c'h anavezot ha ma kredot an Tad a zo ennon, hag ez on ennañ. 39Klask a raent eta c'hoazh kregiñ ennañ, met en em dennañ a reas eus o daouarn. 40Mont a reas a-nevez en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma oa Yann o vadeziñ da gentañ, hag e chomas eno. 41Kalz a dud a zeuas d'e gavout, hag e lavarent: Yann, evit gwir, n'en deus graet mirakl ebet; met kement-holl en deus Yann lavaret eus an den-mañ a zo gwir. 42Ha kalz a gredas ennañ el lec'h-se.

Artistic illustration — an interpretation, not a historical record.

Did you know?

The Good Shepherd

  • During the Feast of Dedication in Jerusalem it was winter, and Jesus was walking in the temple courts in Solomon's Colonnade. The name Jerusalem, in a dual form, means "possession of peace" or "foundation of peace"; that form probably refers to the mountains of Zion and Moriah, or, as some suppose, to the upper and lower city. Solomon's Hebrew name, Shelomoh, means "peaceful."Sources: the Bible text itself · Jerusalem · Solomon
  • A chronology of Gospel events dates the Good Shepherd teaching to AD 29, and dates a time of teaching and healing from Perea to Jerusalem to AD 30.Sources: The Good Shepherd Teaching · Teaching and Healing in Perea to Jerusalem
  • Jesus then went back across the Jordan to the place where John had first been baptizing, and many people there believed in him. John was of priestly descent: his father, Zacharias, was a priest of the course of Abia, and his mother, Elisabeth, was of the daughters of Aaron. His birth, six months before that of Jesus, was foretold by an angel; those who came said that John never performed a sign, yet everything he had said about Jesus was true.Sources: the Bible text itself · John the Baptist

Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.

Places in this chapter

  • Jerusalem · 31.777, 35.234 · verse 22
  • Solomon’s Portico · Today: in Jerusalem · 31.777, 35.234 · verse 23
  • Jordan · Today: Jordan River · 31.761, 35.558 · verse 40

Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).

Credits and license for this translation
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Talk to us

Tell us where you read from, how the Bible has helped you, or what we could improve. We read every message.